Kampoù Vakañsoù 2009

Krapat en dour, roenvañ er gwez

12-15 vloaz Tremargad (22) Kreizenn bageal Penn ar c’hoad ∆ Eus ar 5 d’an 11 a viz Gouere 24 plas 230 € Ti ar c’hoadoù Breved neuial a-hed 25 m ha chom hep kaout aon. Testeni digant ar medisin eo yac’h ar bugel d’ober sport.

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp gant ar c’haiak ha gant ar c’hanoe a-hed ar sizhun. Roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, redadegoù reteriñ, pesketa, tennañ gant ar wareg… Mont a raimp e darempred gant tud ar vro, da c’haloupat war vord reier bras meurbed Toull Goulig. Pa vimp o pourmen e klaskimp gwelet loened gouez, an dourgi. Gant ma vo chañs ganeomp e klevimp hopadennoù ar c’haouenned eus an noz.

Marmouzien Koad ar markiz

8-12 vloaz Ar Chapel-Nevez (22) Eus an 12 d’an 18 juillet 32 plas 260 € Ti ar c’hoadoù Testeni digant ar medisin eo yac’h ar bugel d’ober sport.

Vakansiñ er Chapel-Nevez e-pad ur sizhun. Pebezh chañs ! Koadoù ha gwez uhel zo forzh pegement tro-war-dro ar greizenn evit mont da grapat enno ! Gant ur gevredigezh kraperien er gwez e veoc’h sikouret da vont betek penn uhelañ ar gwez, kazi bemdez. Sport ha vakañsoù war un dro ! Startijenn ’zo ganeoc’h ? Bec’h dezhi neuze !

Kaiak-mor e Lokemo

8-12 vloaz Tredraezh-Lokemo (22) ∆ Eus an 13 d’ar 17 a viz Gouere 24 plas 210 € Ti ar c’hoadoù Breved neuial a-hed 25 m ha chom hep kaout aon. Testeni digant ar medisin eo yac’h ar bugel d’ober sport.

Plijadur a vo o vont war vor gant ar c’haiak (4 frantad) hag o tizoleiñ porzh Lokemo hag an aodoù tro-war-dro. Bigerniel, kokouz, rigadelled : diwallit ! Ne veoc’h ket debret ganeomp met gant sikour Kristen e teuimp da ziskoachañ ac’hanoc’h o furchal er reier ha da hilligañ ho krogenn galet. Amzer a vo ivez evit diskuizhañ, tresañ, c’hoari a bep seurt, ober land art. Tost eo an dachenn-gampiñ d’ar porzh. Eno e vo kavet boued bio ha pesked fresk da zebriñ. Plijout a rafe deoc’h rostañ sardined ha brizhili ?

Pinocchio : penn koad, penn kalet

6-10 vloaz Ar Chapel-Nevez (22) Eus ar 27 d’an 31 a viz Gouere 30 plas 200 € Ti ar c’hoadoù

Geppetto, ur paour-kaezh munuzer italian hag a sav ur vargodenn diwar un tamm koad, Pinocchio e anv… Plijout a rafe dit sevel un dra bennak gant koad ivez ? Diwall da gontañ gevier, pe vo astennet beg da fri ! C’hoarioù koad, tresadennoù gant koad, lochoù koad, baleadennoù er c’hoad, tan gant keuneud, mont da geuneuta, ijinañ ha sevel a-bep-seurt traoù gant koad, ha betek debriñ gant ul loa goad memes ! Mont a raimp da Sant-Brieg e-kerzh ar sizhun, da welet mirdi c’hoarielloù koad Juno Bravo. En ur vag eo staliet ar mirdi hag eno ivez e c’hellimp sevel c’hoarioù, c’hoarioù koad evel-just !


Fichenn yec'hed
Fichenn yec'hed
Aotre ar gerent
Aotre ar gerent

Météo

Loguivy-Plougras, 22, France

Conditions météo à 05h25
par weather.com®

Brumeux

14°C


Brumeux
  • Vent : 3 km/h - sud
  • Pression : 1012 mbar →
Prévisions >>

Prévisions du 20 a viz Gwengolo
par weather.com®

Orage épars

Max 23°C
Min 15°C


Orage épars
  • Vent : 12 km/h
  • Risque de precip. : %
<< Conditions  |  Prévisions >>

Prévisions du 21 a viz Gwengolo
par weather.com®

Averses

Max 17°C
Min 10°C


Averses
  • Vent : 20 km/h
  • Risque de precip. : 50%
<<  Prévisions  >>

Prévisions du 22 a viz Gwengolo
par weather.com®

Soleil voilé

Max 18°C
Min 8°C


Soleil voilé
  • Vent : 19 km/h
  • Risque de precip. : 10%
<<  Prévisions  >>

Prévisions du 23 a viz Gwengolo
par weather.com®

Soleil et nuages épars

Max 17°C
Min 9°C


Soleil et nuages épars
  • Vent : 19 km/h
  • Risque de precip. : 10%
<<  Prévisions  >>

Prévisions du 24 a viz Gwengolo
par weather.com®

Soleil et nuages épars

Max 18°C
Min 10°C


Soleil et nuages épars
  • Vent : 16 km/h
  • Risque de precip. : 10%
<<  Prévisions  >>

Prévisions du 25 a viz Gwengolo
par weather.com®

Soleil et nuages épars

Max 20°C
Min 13°C


Soleil et nuages épars
  • Vent : 17 km/h
  • Risque de precip. : 10%
<<  Prévisions  >>

Prévisions du 26 a viz Gwengolo
par weather.com®

Orage épars

Max 20°C
Min 11°C


Orage épars
  • Vent : 9 km/h
  • Risque de precip. : 30%
<< Prévisions