Klasad Natur
Articles publiés dans cette rubrique
Lun 17 a viz Gwengolo 2007
E Ti ar C’hoadoù
Liesseurt eo an obererezhioù a c’hell bezañ kinniget er greizenn diwar-benn an natur. Setu da heul an temoù pennañ.
EVNONIEZH
Gellout a raer dizoloiñ al laboused en-dro d’ar greizenn : deskiñ implijout al lunedenn-hirwel pe al lunedoù hirwel en ur spisverkañ da gentañ ar spesadoù boutinañ en-dro (...)
Yaou 13 a viz Gwengolo 2007
Er c’hoadoù tro-war-dro
DIZOLOIN AR C’HOAD
Etre daou goad emañ parrez ar Chapel-Nevez :
Koad ar Markiz (pe Koad Beffou) : ur c’hoad eus an departamant a 1 200 devezh-arat (620 ha) eo, anezhañ koad uhelañ Breizh (320 m en e uhelañ). Distrujet eo bet an drederenn anezhañ gant korventenn miz Here 1987, hag adplantet an holl (...)
Merc'her 27 a viz Mezheven 2007
Er c’harzhaoueg
E broioù ar c’harzhaoueg e vez kavet menajoù (tiez-feurm) ha kêriadennoù strewet e-kreiz pradoù kelc’hiet gant kleuzioù goloet a wez. Parkoù dizingal int, kelc’hiet gant girzhier divarret bep an amzer. Ar girzhier-se a servij da glozañ ar chatal, da zegas disheol e-pad an hañv, d’hor gwareziñ pa vez avel (...)