Baleadennoù, abadennoù, gouelioù
A-benn nebeut e vo e Ti Natur ar Chapel-Nevez :
A-bep-seurt baleadennoù natur e galleg hag e brezhoneg diwar-benn plant ha loened ar c’hoadoù hag ar c’harzhaoueg.
Titouroù resis a vo en diell stag "Baleadennoù natur 2009" a-benn nebeud war ar rouedad
Dalc’hit soñj eus deiziadoù ’zo dija !
Gouel "En-dro d’ar gwez avaloù"
D’ar sul 15 a viz Du 2009 Marc’had artizanel, diskouezadegoù avaloù a-bep-seurt ha legumaj kozh, ober krampouezh, kaotigell sistr, ober sistr, kompost, bruzhunañ koad... Pred an diskar-amzer 10€. Enskrivadennoù dre bellgomz (02.96.21.60.20)