Ar 4 c’houlz-amzer
Kinnig a reomp abadennoù-buheziñ evit ar skolioù adalek ar skol-vamm. Azasaat a reomp hervez oad ha niver ar vugale hag hervez ar c’houlzioù-amzer.
En em gavout a ra ur buhezour gant ar mestr-skol pe ar c’helenner a-benn sevel rol an devezh (dre bellgomz pe er greizenn). Evel-se e vez bodet ar muiañ a ditouroù diwar-benn ar strollad bugale, palioù ar bloavezh-skol ha raktres ar buhezour.
Gellout a rit degas ho pik-nik evit debriñ da greisteiz pe goulenn e vefe prientet ur pred tomm er greizenn.
N’emañ ket ar greizenn e-kreiz ar c’hoadoù met da 10 munut eus outo. Dav eo d’ar c’harr-boutin chom a-hed an devezh ma ’p eus c’hoant dont da zebriñ er greizenn (pik-nik pe pred). Pa vez fall an amzer e tle chom ivez evit gellout adkas ar vugale d’ar greizenn ma vefe re a c’hlav.