Abadennoù-buheziñ diwar-benn ar glad hag ar sevenadur
Adal m’eo en em staliet an dud er Chapel Nevez ha tro-war-dro...
Eus ar Ragistor d’an amzer a-vremañ…
Kinnig a reomp deoc’h studiañ ha kompren perak eo en em staliet an dud er Chapel Nevez. Ret eo bet dezho kempenn al lec’h evit bevañ ha da vareoù ’zo evit treuzvevañ.
Studiet e vo stad an endro en ur deurel pled ouzh ar cheñchamantoù degaset a-hed an amzer gant an dud.
Dizoloiñ, sellet ha kompren an holl roudoù (a zo anezho c’hoazh) laosket gant an dud a-dreuz ar c’hantvedoù.
Gellet a raimp keginañ bara poazhet e ti-forn baraer ar Chapel Nevez, mont da weladenniñ stal-labour ar botaouer-koad, milin-dour Lohueg…
A-bep seurt obererezhioù a vo tu d’ober hervez c’hoantoù ar mestr-skol hag hervez oad ha live ar skolidi evel-just. Dibabet e vo neuze temoù da vezañ studiet kevret. Ledan e vo an danvez studiet a-benn komz diwar-benn liestachennoù ar glad. Dav e vo memestra kaout un danvez boutin evit lakaat an obererezhioù da glotañ.