Palioù pedagogel an devezhioù dizoloiñ
Dont da zizoloiñ an natur a-dreuz ar c’houlzioù-amzer a gaso d’ar bugel diazoù e bevoniezh hag e ekologiezh, doujañs ouzh an endro, eko-keodedouriezh. Gouzout sellet tro-war-dro, goulennata, klask kompren, arnodiñ a-bep-seurt traoù. Implij doareoù ha dafar simpl da sellet pizh ouzh an natur.
Dizoloiñ an natur hag an ekosistemoù : dizoloiñ loened ha bleuñv ar c’hoadoù dre evezhiañ war-eeun pe dieeun, anavezout, urzhiañ ar spesadoù, boued, emzalc’h, studi ar c’horf bev, gouennañ, kelc’hioù buhez, rol en ekosistem.