Evit ar vugale CP ha CE1
E Koad ar markiz : dizoloiñ ar c’hoad dre c’hoarioù 5 skiant a-hed hentig Job, an troc’her-koad Gwez boutinañ hon koadoù : o stumm, o livioù, forme des feuilles, les couleurs, les fruits (châtaignes, glands, samares…). Petra a c’hoarvezh gant delioù ar gwez d’an diskar-amzer ? Ar gwez sapr hag ar gwez deliaouek Ar c’hebell-touseg Loened ar c’hoadoù
Er greizenn : Al laboused e-pad ar goañv : sellet, selou, fardañ boued dezho. tapis-lenn diwar-benn ur wezenn ; kontadennoù da heul
E Koad ar Markiz: Petra a ra al loened e-pad ar goañv ? Hag ar gwez ? Ar chadennoù-boued
Al laboused o sevel o neizh, bleunioù ar c’harzhaoueg Ar broñsoù, en delioù nevez, bleunioù ar c’hoadoù Ar roudoù laosket gant al loened gouez : moulañ roudoù, restajoù boued : pluñv, kaoc’h, kraoñ-kelvez debret...
Baleadenn hir dindan ar gwez bras Kontadennoù ha mojennoù tro-dro d’an toulloù Lutun ha diwar-benn Lady mond. Ober un dresadenn gant elfennoù an natur (douar, glasvezh) pe kavout ha pegañ livioù a-bep-seurt kavet en natur C’hoari bihan gant Keltig ar c’horrigan kollet gantañ e vignoned, loened ar c’hoad
Abadennoù-buheziñ all:
Baleadenn en hentoù don (er c’harzhaoueg) Loened ha plant ar c’harzhaoueg en nevez-amzer Tresañ gant glaou-koad Taolennoù gant elfennoù an natur Ober war-dro ar jardin: hadañ, plantañ Ober kinkladurioù evel mobil...