Evit bugale CE2, CM1, CM2
E Koad ar Markiz : Dizoloiñ ar c’hoad : deskiñ anavezout ar gwez dre o delioù, o frouezh, o ruskenn, o stumm. Ar gwez sapr pe ar gwez deliaouek, a dalc’h o delioù e-pad ar goañv pe ne reont ket. C’hoarioù 5 skiant a-benn c’hweshañ plant, touchal ruskenn ar gwez, divinout aè-bep-seur traoù. Frouezh ha kebell-touseg
Er greizenn : Evnoniezh: deskiñ hag anavezout al laboused, re ar jardinoù hag ar c’harzhaoueg, sellout outo gant lunedoù-hirwel, selaou o huchadennoù Goañviñ : petra a ra al loened e-pad ar goañv Diskuizhañ a ra ar gwez Ar chadennoù-boued Roudoù al loened er c’hoadoù, moulañ o roudoù, klask restajoù arpezh a zebront...
E Koad an Noz : Penaos e vez meret ar c’hoad Ar broñsoù, bleunioù ar gwez, an delioù nevez, bleunioù ar c’hoadoù Ar fotosintezenn Al loened bihan a vev en delioù sec’h hag an adaozañ naturel er c’hoadoù ; Urzhiañ an divelkeineged Al laboused o neiziañ
E Koad ar Markiz : Studiañ emzalc’hioù loened aozet mat evel ar broc’hed pe ar merien C’hoari bilañs er c’hoad pe c’hoari-gwaz
Abadennoù-buheziñ all :
Goulennaoueg diwar-benn hent Job, an troc’her-koad
Ar micherioù kozh (hent Job) : moudenn glaou-koad, loch ar botaouer-koad
Baleadenn er c’harzhaoueg : loened, bleuñv, perzhioù an dud er c’harzhaoueg, al labour-douar...
Hent an dour eus beg uhelañ ar Chapel-Nevez bek an traoñ
Istor ar c’harzhaoueg
Sellet ha kompren ur gweledva, tresañ anezhañ gant kreionoù glaou-koad goude bezañ bet graet ar c’hreionoù.
Ober lochoù-koad evit al laboused, dezho d’ober o neizh enno.
Ober ur geotaoueg
Diskouezadeg "War roudoù al loened" gant ur goulennaoueg
Studiañ ar broc’h o labourat adalek ur panell hag ur goulennaoueg
Gwern Kermeno : plant ha loened
Tresañ gant glaou-koad
Dibab al lastez, an adaozañ (gant "Rouletaboule")
Ar douar-teilh, ar jardin
Gweladenniñ botaouer-koad Benac’h (da baeañ ouzhpenn)
Gweladenniñ milin-dour Lohueg (da baeañ ouzhpenn)