Traoù pemdeziek
An traoù kozh kavet amañ hag ahont a zo evel roudoù, merkoù eus an amzer dremenet. Tu a vo da douchañ botoù-koad, ober c’hoarielloù-koad met ivez traoù eus ar Ragistor.
Kaset e vez da benn an obererezhioù e meur a zoare. Prantadoù gweladenniñ ; fichennoù pedagogel, goulennaouegoù, levrigoù da glokaat, plañioù, skeulioù-amzer a ro tro da zonaat ar pezh a vez gwelet war an dachenn. Ur rentañ-kont eo ivez, hag evit ar bugel hag evit ar buhezour.
Labour-dorn a vez graet : maketennoù, plañioù, "oberennoù arz" a bep seurt.
Raktresoù war hir dermen a c’heller kregiñ : diskouezadegoù, enrolladegoù (atersadennoù brezhonegerien a-vihanik da skouer), pennadoù kazetennerezh…
Binviji foto niverel, kameskop, kasedigoù son ha gwel a c’heller implijout.
An natur a c’hell bezañ diskoachet gant c’hoarioù 5 skiant ha c’hoarioù all ; graet e vez geotaouegoù, kemer roudoù al loened gouez, seurtoù redadegoù en em lec’hiañ...