Kredennoù relijiel
E-touez ar savadurioù relijiel e raimp an diforc’h etre an ilizoù ha chapelioù hag ar savadurioù relijiel bihan (kalvarioù, feunteunioù…). Klasket e vo kompren pelec’h ez int lec’hiet, perak ha kompren o ster hag o zalvoudegezh. Kalz roudoù a chom hiziv an deiz eus plas pouezus ar relijion en hor c’hevredigezh nepell ’zo. Elfennoù eus ar Ragistor evel alez toet ar Broc’hed e Lohueg a gas ac’hanomp pell-tre en amzer hag a zegas deomp ur sell all war kredennoù liesseurt an dud.
Ilizoù ha chapelioù
Savadurioù relijiel bihan
Ar vein meur