Degemer al lec’hienn > Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù > Beajoù kenstagañ

Beajoù kenstagañ


 

 

Partagez !

Evit ar skolajidi hag al liseidi e kinnigomp “beajoù kenstagañ” e penn-kentañ ar bloavezh-skol. Bod, boued ha buheziñ evit skoulmañ liammoù etre krennarded ur c’hlasad: deut e darempred ganeomp evit sevel ur programm deus ho c’hoant.

- en em goll e-barzh ar c’hoad... ha klask kavout e hent

- fardañ bara er forn-koad, pe chug-avaloù gant frouezh dastumet asambles

- land-art: sevel oberennoù arz gant traoù kavet en natur

- krazañ kistin e korn an oaled en ur selaou kontadennoù hengounel

- mont e toull an noz war roudoù ar gaouenn wenn pe al logodenn-dall

- sellet deus al laboused, sevel lochoù evite

- ...

Petra zo da vevañ traoù divoutin er Chapel-Nevez, war ar maez, e-kreiz an Natur!

Evit gouzout hiroc’h pe sevel ur raktres, pellgargit an diell amañ dindan (en galleg), pe deuit e darempred ganeomp: 02.96.21.60.20, centre-foret-bocage@orange.fr

PDF - 612.5 ke
Séjours d’intégration