Degemer al lec’hienn > Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù > Un animatour er skol

Un animatour er skol


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Plijout a rafe deoc’h renkañ un abadenn diwar-benn an natur pe an endro evit ho klasad? Animatourien Ti ar C’hoadoù a c’hell dont betek ho skol etre miz Here ha miz Meurzh.

Evit un hanter-devezh pe meur a hini war ur prantad e c’hellomp kinnig abadennoù diwar-benn:

- an energiezh hag al lastez, ar rotelerezh

- ar c’hontadennoù hag ar c’hoarioù paotr-saout (gant traoù kavet en natur)

- ar vevliesseurted ha studi al laboused

- ekosistem ar c’hoadeier

- pouezh an den war an natur

- ...

Gallout a reomp ivez en em gavout ganeoc’h en ur c’hoad da ginnig an temoù-se pe hini al loened gouez, ar micherioù kozh... Er c’hoadoù en-dro da Venac’h ha Gwengamp omp kustum da vont: Koad ar Markiz, Koad an Noz pe Koad Meur Avaugour.