Degemer al lec’hienn > Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù > Dont evit un devezh

Dont evit un devezh


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

E Ti ar C’hoadoù e tegemer ivez ar c’hlasadoù evit un devezh pe un hanter hini, war un tem natur dibabet ganeoc’h, pe da geñver hon kinnig war ar pevar c’houlz-bloaz. Evit debriñ da greisteiz e c’hellit choazh kas ur pik-nik pe goulenn ur pred tomm diganeomp, a vo fardet gant keginerez ar greizenn.

DEVEZHIOU AR 4 C’HOULZ-AMZER

Sellet, klask kompren, en em soñjal, arnodiñ.

Cheñchamantoù e-leizh ’vez ’barzh an natur hed-a-hed ar bloavezh ! Deuit da welet ’anomp gant ho klasad, un devezh bep koulz-bloaz, da welet pegen souezhus int. Un digarez ivez da lakaat ar gaoz war an endro: dizoloiñ evit doujañ gwelloc’h.

PDF - 158.5 ke
4 devezh: programm skouer

UN DEVEZH WAR UN TEM CHOAZHET GANEOC’H

Fellout a ra deoc’h kas ho klasad war an dachenn, er-maez deus ar skol? Deuit d’hon heul er c’hoadeier, dre an hentoù-don, el liorzh pedagogel pe ’barzh salioù hon ti-koad da deskiñ hiroc’h war buhez ar gwez, breinadurezh ar plant, trouzioù al laboused, boazioù al loened-gouez, annezidi ar poulloù-dour pe c’hoazh pouez mab-den war an natur...

Evit dibab e-mesk an traoù a ginnigomp, kit d’ober un tamm tro war bajenn an temoù. Ma peus ur soñj dija, pe ur raktres war un danvez resis liammet gant al labour kaset ganeoc’h er c’hlas, deuit e darempred ganeomp evit sevel ur programm asambles gant un animatour deus hon skipailh:

Ti ar C’hoadoù - Ti Natur Departamant
Pellgomz : 02-96-21-60-20
Postel : centre-foret-bocage@wanadoo.fr