Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Krapat en dour, roeñvañ er gwez

Krapat en dour, roeñvañ er gwez


10 - 14 vloaz, deus an 13 beket an 19 a viz Eost

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Mont a raimp gant ar c’haiak ha gant ar c’hanoe a-hed ar sizhun. Roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa ’z aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…

Sportoù natur ha distenn, vakañsoù trankilig e bord al lenn...