Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Kaïak e Bro-Dreger

Kaïak e Bro-Dreger


8 - 12 vloaz, deus an 23 beket an 29 a viz Gouere 2017

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Bemdez ez imp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar vro, pe en-dro d’ar C’hastell Du, ul lec’h deus an Henamzer, er c’hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles... Traoù lipous zo da dañva e Bro-Dreger !

Sport ha vakañsoù, gant Ti ar C’hoadoù!