Micherioù kozh ha micherioù a-vremañ
E Koad ar Markiz e c’heller gwelet loch ar glaouer hag hini ar botaouer-koad pa ’z aer war hentig "Job, an troc’her-koad". Ur binvidigezh eo milin Kelenn, adc’hraet e mod kozh penn-da-benn pe c’hoazh stal-labour botaouer-koad Benac’h. Nevesoc’hik eo ar roudoù laosket gant greanterezh ar metal e Koad an Noz hag e Koad ar Markiz pe e labouradeg paper ar familh Vallée e Benac’h.
Dre bourmenadennoù ha dre lenn ar gweledvaoù e vo kaoz eus al labour-douar : tresañ gant glaou-koad, gerioù a daolenn an endro evit kement lizherenn a zo el lizherenneg.
|
|
|


