Ar boued
Dibaoe pegoulz e tebromp ar boued-mañ-boued ? Bara, edajoù, avaloù-douar, chistr, krampouezh… Pep seurt boued en deus e istor hag e lec’h orin ha n’eo ket hep troioù-kaer ! Ober a raio ar vugale o bara en ur lakaat o daouarn en toaz, goude bezañ bet e ti ar baraer, deskiñ a raint ledañ an toaz war ar billig (evit ar re vras dija !). Graet e vo chistr e loch chistr ar greizenn da vare an diskar-amzer.