Degemer al lec’hienn > Ti ar C’hoadoù > Rouedad

Rouedad


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Tier Natur an Departamant

Abaoe 1996 zo deus al label “Ti Natur Departamant”, bet krouet evit souten al luskad gwareziñ an endro ha deskiñ diwar-e-benn. Eizh ti natur zo neuze en Aodoù an Arvor: a-hed ar bloaz e kinnigont a-bep seurt traoù evit lakaat an dud da vezañ intereset gant ar glad naturel.

Titouroù ouzhpenn amañ (en galleg).

Ar REEB

Réseau d’Education à l’Environnement de Bretagne”, krouet e 1992 evit strollañ ar re a labour evit deskiñ diwar-benn an endro gant memes spered “deskadurezh pobl”.
Evit goût hiroc’h: ur pennad er gelaouenn Ya!

L’UBAPAR

PNG - 12 ke

Union Bretonne pour l’Animation des PAys Ruraux”: ur rouedad kevredigezhioù a labour e bed an deskadurezh pobl e Breizh. Asambles gant an UBAPAR neuze e kinnig Ti ar C’hoadoù kampoù vakañsoù ha stummadurioù DABU / DARE.

Evit goût hiroc’h, klikit amañ.

War dachenn ar politik: Guingamp-Paimpol-Armor-Argoat Agglomération, perc’henn war savadurioù Ti ar C’hoadoù, Lannuon-Treger Kumuniezh (dreist-holl evit pezh a sell deus tachenn-vras ar ster Leger: ar Chapel-Nevez zo e-barzh), Ofisoù touristel ar vro (hini Benac’h an hini kentañ anezhe)...

Evit degemer hon publik e labouromp gant:
- Gwispiderezh Plougoñveur (Jacques Menou),
- Botaouer-koad Benac’h (Bernard Kervoas),
- Poderezh “Douar ha tan” e Benac’h (Awen Prigent),
- Menaj pedagogel Pont-Melve,
- Mirdi ar maner breton en Bulat-Pestivien,
- Kevredigezh an “arbre à lutik” (kraperien e-barzh ar gwez)...

Evit prenañ boued e labouromp gant stalioù bourg ar Chapel-Nevez ha gant produerien ar vro.