Degemer al lec’hienn > Raktresoù savet ganeomp > Diskouezadeg Arroudenn

Diskouezadeg Arroudenn


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Arroudenn

« A-benn ar fin, mirout a raiomp ar pezh e karomp, karout a raiomp nemet ar pezh e komprenomp, kompren a raiomp nemet ar pezh zo bet kelennet dezhomp » (Baba Dioum, ijinour endro, 1968)

« Arroudenn » a dalvez treminiri al loened gouez. Didrouz peurliesañ, loened gouez zo tost ouzhomp hep hor gouzout. Met pa deskomp sellout e gwellomp kalz roudoù o bezañs : amañ ur roud er fank, aze ur graoñ-kelvez kroget !

Reiñ a ra da bep hini an diskouezhadeg Arroudenn tro dizoloiñ an natur a zo tost ouzhomp ha kompren he breskadurezh. Gant un diskouezhadur divoutin graet gant 8 teltenn a zoug posteroù divyezheg galleg-brezhoneg ha dindano traoù lieseurt, diskouezh a ra an Arroudenn 8 loen gouez Breizh hag o roudoù. Un tapis bras hag ur valisenn bedagogel a glok an diskouezhadeg evit un dizoloiñ fentus evit an holl, memes ar re vihanañ.

Savet eo bet an diskouezadeg-mañ evit fiñval aez a-walc’h. Tu zo feurmiñ anezhi :

Pad ar furmiñ Prizioù en €
1 sizhunvez - 200
2 sizhunvez - 350
3 sizhunvez - 500
1 miz - 600

Evit kaout muioc’h a ditouroù, pellgargit ar c’houmanant feurmiñ amañ pe pellgomzit deomp (02.96.21.60.20) pe kasit ur postell deomp : centre-foret-bocage@wanadoo.fr

PDF - 418.7 ke