Degemer al lec’hienn > Stummadurioù / Stajoù teknikel / Implij > DABU / DARE

DABU / DARE


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Ezel eo Ti ar C’hoadoù deus an UBAPAR (Union Bretonne pour l’Animation des PAys Ruraux) hag a ginnig stummadurioù DABU ha DARE e Breizh a-bezh, en galleg koulz hag en brezhoneg. Amañ ’gavfet pezh zo da c’hoût ha programm ar bloaz-mañ.

Ar stummadurioù DABU ha DARE kinniget amañ a vez kaset gant animatourien a-vicher pe a youl vat ar c’hevredigezhioù ezel deus an UBAPAR. Ar c’hevredigezhioù-se neus choazhet labourat war ar buheziñ a-benn diorren maezioù Breizh hag enne ar c’hultur, an dudi evit an holl, hag an deskadurezh war an endro.

E traoñ ar bajenn e c’hellfet pellgargañ raktres deskadurel an UBAPAR, ar fichenn d’en em enskrivañ, hag un diell war ar sikourioù a c’heller goulenn evit paeañ ur stummadur.

DABU diazez
Deus an 09/04/17 beket ar 16/04/17 e Treglonou (29)
E BREZHONEG (evit kavout an deiziadoù e galleg, klikit amañ).

JPEG - 182.9 ke

DABU donaat
Deus an 21/02/17 d’ar 26/02/17 e Tremargad (22) : buheziñ gant ar menaj hag an natur.
E BREZHONEG (evit kavout an deiziadoù e galleg, klikit amañ).

DARE diazez
Deus an 18/02/17 d’ar 26/02/17 e Tremargad (22)
E BREZHONEG (evit kavout an deiziadoù e galleg, klikit amañ).

Titouroù hag enskrivadurioù

UBAPAR - BP10414
29404 Landivisiau Cedex
09 62 06 50 52
ubapar@ubapar.bzh
http://bafa-bafd.ubapar.bzh