Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Kamp Meurlarjez

Kamp Meurlarjez


6 - 9 vloaz, deus ar 17 beket an 19 a viz c’hwevrer 2017

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Eus ar 17 d’an 19 a viz C’hwevrer, evit ar vugale 6-9 vloaz, 24 plas.

Evit echuiñ brav gant ar goañv e lidimp Meurlarjez. Treuzwiskamantoù a savimp ha keginañ boued lipous ivez. Paper krepoñs, kartoñs, danvez ha livioù a bep seurt vo implijet ganeomp evit ober hon dilhad. Klasket e vo mennozhioù er bed a-bezh, etre Veniza ha Rio, evit sevel maskloù eus ar re gaerañ. Un devezh krampouezh a vo, sal pe sukret, ha fardet e vo bignez, pancakes ha dibennoù-pred mat-sukr. Sonerezh ha koñfeti a vo evit lidañ ar gouel-se war an ton bras. Hag evit klozañ an tri devezh-se e vo degemeret tud ha mignoned ar vugale.
Titouroù hag enskrivadurioù : centre-foret-bocage@wanadoo.fr – 02 96 21 60 20

Du 17 au 19 février, pour les 6 -9 ans, à la Chapelle-Neuve, 24 places.

Pour la fin de l’hiver, nous allons fêter le mardi gras en nous déguisant et en cuisinant. Toute fantaisie est autorisée ! Papier crépon, carton, tissus et couleurs seront les bienvenus pour fabriquer nos déguisements. Nous chercherons de part le monde, de Venise à Rio, des idées de masque. Côté cuisine, salé ou sucré, nous cuisinerons beignets, pancakes et autres desserts, et puis la journée crêpes bien sûr... Musique et confettis participeront à l’ambiance du carnaval des enfants. Nous accueillerons parents et amis pour clôturer ces trois jours.
Renseignements et inscriptions : centre-foret-bocage@orange.fr ; 02 96 21 60 20

Evit enskrivañ ho pugale

Kasit deomp:
- Ar fichenn enskrivadenn
- Ar fichenn yerc’hed
- ur Chekenn acompte

Pep tra da gas da Ti ar C’hoadoù, 5 hent an dachenn sport, 22160 ar Chapel- Nevez

Kaset e vo ur bostel deoc’h pa vo resevet an enskrivadenn
A-wzechoù eo leuniet mat ar c’hamp buhan awalac’h. Deuit e darempred ganeomp de wiriekaad ma chom plas: 02 96 21 60 20