Dañsoù, yezh ha sonerezh Breizh
Gellout a raer kregiñ da zeskiñ brezhoneg ha da zeskiñ dañsal. Gant c’hoariigoù, kanaouennouigoù pe kanaouennoù evit ar brezhoneg. Evit ar re vrasañ e vefe tu da gaout ur sell war studi an anvioù-lec’h.
Tonioù plin, hanter-dro ha Ront Sant-Visant a vo klevet e-pad ar festoù-noz. Sonerezh Breizh a zo liesseurt. Peseurt sonerezh a vez klevet e-pad ar festoù-noz pe e-pad ar gouelioù bihan ? Koubladoù sonerien, kanerien kan-ha-diskan, bagadoù, strolladoù festoù-noz… Studiet e vo ivez ar binviji sonerezh hengounel, ar pazioù dañs hag o zalvoudegezh sokial hag hiniennel, kanaouennoù ’zo…
***Gellout a ra ar vugale hag an dud vras kemer perzh en abadenn en ur zegas o benveg sonerezh ! Ha bec’h d’ar sonerezh !