Er c’hoadoù tro-war-dro
DIZOLOIN AR C’HOAD
Etre daou goad emañ parrez ar Chapel-Nevez :
Koad ar Markiz (pe Koad Beffou) : ur c’hoad eus an departamant a 1 200 devezh-arat (620 ha) eo, anezhañ koad uhelañ Breizh (320 m en e uhelañ). Distrujet eo bet an drederenn anezhañ gant korventenn miz Here 1987, hag adplantet an holl dachennoù gant an ONF (Office National des Forêts), dreist-holl gwez derv, fav hag onn.
Koad an Noz ha Koad an Hae : koadoù domaniel 1 600 devezh-arat (800 ha) anezho.
An daou goad-mañ a zo meret gant an ONF (Tud ar c’hoadoù implijet gant ar Stad).
An darempredoù kentañ gant ar c’hoad a vo dre ar fromoù hag ar c’horf. Ar pal eo lakaat ar vugale da vezañ dedennet gant al lec’h pinvidik-se hag a-wechoù dianav dezho.
Dre bourmenadennoù, c’hoarioù, dizoloadennoù gant ar 5 skiant, e tesk ar vugale penaos kavout o flas el lec’h nevez-se ha da heul anavezout ha karout anezhañ. Tastornat ar ruskennoù, selaou trouzioù ar c’hoad, derc’hel soñj
Goude an darempredoù kentañ gant ar c’hoad eo prest ar vugale da vont pelloc’h gant anaoudegezh an endro-se : sellet pizh tro-war-dro dezho, klask, kompren anezhañ.
Petra eo ar roudoù loened-se?
Penaos e kresk ur wezenn?
Petra a zebr ar yourc’h?
Pelec’h en em guzh ar penn-kazh?
Da betra e servij ar ruskenn
Petra e teu an delioù marv da vezañ?
War an dachenn pe distro er greizenn e vo sikouret ar vugale gant an animatourien da zibab o dizoloadennoù ha da liammañ anezho etrezo, o kas dezho anaoudegezhioù nevez ouzhpenn Ar pal da dizhout a zo lakaat ar vugale da gompren diazezoù ar vevoniezh hag an ekologiezh :
Rummadiñ ar spesadoù, An azasadurioù, An doareoù-emvagañ, Ar chadenn-zebriñ, Ar c’hempouez, An ekosistem