Er c’harzhaoueg
E broioù ar c’harzhaoueg e vez kavet menajoù (tiez-feurm) ha kêriadennoù strewet e-kreiz pradoù kelc’hiet gant kleuzioù goloet a wez. Parkoù dizingal int, kelc’hiet gant girzhier divarret bep an amzer. Ar girzhier-se a servij da glozañ ar chatal, da zegas disheol e-pad an hañv, d’hor gwareziñ pa vez avel e-pad ar goañv ha da gaout keuneud.
Degas a ra ul live buhez uhel da dud ar vro rak bravaat a ra o endro. Gwareziñ a ra an tiez ha plijusoc’h e vez e dro-war-droioù..
Ar girzhier hag ar c’hleuzioù a zo evel ur c’hoad astennet ouzh servij labour-douar hengounel Breizh. Tu a vefe da geñveriañ pe da ziforc’hiañ ar re-mañ gant rannvroioù all : al labour-douar war savennoù evel er menezioù, pe c’hoazh parkoù-digor ar plaenennoù bras.
EVNONIEZH
Gellout a raer dizoloiñ al laboused en-dro d’ar greizenn : deskiñ implijout al lunedenn-hirwel pe al lunedoù hirwel en ur spisverkañ da gentañ ar spesadoù boutinañ en-dro deomp : dridi, bruchedoù-ruz, gwennilied...
Da c’houde e c’hell ar vugale gwelet war an dachenn, ma vez tro, kegined, bargeded...
ADAOZAN AL LASTEZ
Degas a reer emskiant da vugale ar skolioù diwar-benn al lastez. Deskiñ a reont un nebeud doareoù simpl da vezañ lakaet e pleustr er vuhez pemdeziek : digreskiñ ar c’hementad lastez; dibab pe adaozañ anezhañ.
Evit-se eo dav :
gouzout gant peseurt danvez eo bet graet
gouzout petra eo hent al lastez
gouzout penaos e tistruj an natur al lastez a brodu
KEGINAÑ
Graet e vez bara gant ar vugale, goude bezañ bet da welet baraerien ar Chapel Nevez o labourat. E-pad an diskar-amzer e c’heller fardañ gwastilli gant kraoñ-kelvez, ober yod-avaloù, ha graet e vez sistr ivez er greizenn.