E Ti ar C’hoadoù
Liesseurt eo an obererezhioù a c’hell bezañ kinniget er greizenn diwar-benn an natur. Setu da heul an temoù pennañ.
EVNONIEZH
Gellout a raer dizoloiñ al laboused en-dro d’ar greizenn : deskiñ implijout al lunedenn-hirwel pe al lunedoù hirwel en ur spisverkañ da gentañ ar spesadoù boutinañ en-dro deomp : dridi, bruchedoù-ruz, gwennilied...
Da c’houde e c’hell ar vugale gwelet war an dachenn, ma vez tro, kegined, bargeded...
ADAOZAN AL LASTEZ
Degas a reer emskiant da vugale ar skolioù diwar-benn al lastez. Deskiñ a reont un nebeud doareoù simpl da vezañ lakaet e pleustr er vuhez pemdeziek : digreskiñ ar c’hementad lastez; dibab pe adaozañ anezhañ.
Evit-se eo dav :
gouzout gant peseurt danvez eo bet graet
gouzout petra eo hent al lastez
gouzout penaos e tistruj an natur al lastez a brodu
KEGINAÑ
Graet e vez bara gant ar vugale, goude bezañ bet da welet baraerien ar Chapel Nevez o labourat. E-pad an diskar-amzer e c’heller fardañ gwastilli gant kraoñ-kelvez, ober yod-avaloù, ha graet e vez sistr ivez er greizenn.
Dañsoù, sonerezh, kontadennoù ha mojennoù Breizh...
A-drugarez d’ar beilhadegoù e vo tu d’an holl kaout plijadur gant sevenadur ar vro : istorioù ha mojennoù Breizh pe sonerezh ha korolloù, nozvezhioù krampouezh... Mont a ra ar vugale da heul ar c’horriganed er c’hoad, tañva a reont boued bet keginet gant ar boudiged hag ar sorserezed hag ebatañ a reont e-pad ar festoù-noz...
Dont a ra da wir Bed ar Marvailhoù a-drugarez da Goad ar Markiz hag e gastell...
GLAD ISTOREL HA DENEL
Meur a lec’h : - Kêriadenn hag iliz Lokenvel, - Moudenn Koad ar Markiz, - Feunteun ar Werc’hez …
Tu a vo da gejañ gant al labourerien-douar (gweladenniñ tiez-feurm), da zizoloiñ penaos e vez graet ar bara en ur fornier (poazhet gant koad), da vont da di ar boutaouer-koad (da baeañ ouzhpenn) pe d’ur vilin-dour (da baeañ ouzhpenn).
* da baeañ ouzhpenn