PODEREZH E-LEIZH ! T’AS DU POT !
Deus d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant bed ar poderezh asambles gant Awen, poder a-vicher.
Laosk da ijin da vont ha da daouarn da grouiñ traoù digredus ha dibar !
Tri frantad poderezh a vo kinniget dit e-pad ar staj-mañ.
Lojet e vimp e-barzh lojeiz nevesaet ti ar c’hoadoù er Chapel-nevez, hag ar boued lipous vo fardet gant keginerez ar greizenn.
Keginañ, c’hoariñ ha mont da fouetañ bro e raimp e-pad an amzer dieub.
Viens à la rencontre d’Awen, potier professionnel, qui te fera découvrir son univers pendant trois séances bien remplies. Laisse ton imagination valser et tes mains créer des objets incroyables et uniques. Nous logerons dans les locaux rénovés du Centre-Forêt-bocage, et dégusterons les bons petits plats de la cuisinère du Centre !
Pendant les temps libres, nous aurons l’occasion de cuisiner, jouer et explorer les environs.
Dates : 22-25 avril 2013
Prix : 175€
Age : 6-10 ans
Lieu : La Chapelle-Neuve