Malizenn bedagogel "Toull ar c’hoad"
Savet eo bet a-ratozh evit buhezourien, kelennerien, mistri-skol, familhoù, dezho da dreuzkas anaoudegezhioù diwar-benn an natur e brezhoneg d’ar vugale pe d’an dud deuet.
Ur valizenn gentañ a zo bet graet evit bezañ diskouezet e gouel-degouezh ar Redadeg 2012 e Douarnenez. Savet e vo ugent malizenn en diskar-amzer hag a vo gwerzhet d’ar c’hevredigezhioù, kreizennoù, hentennoù divyezhek.
Daou levr « Ploudoudouf » ha « Lanig hag ar fank-kakac’h » a zo bet embannet evit ar valizenn gant An Alarc’h hag a zo skignet gant Kuzul ar Brezhoneg. E gwerzh emaint.
