Dont d’ar Chapel-Nevez
PELEC’H EMAN HA PENAOS MONT DI?
E Kreiz-Breizh emañ ar Chapel-Nevez. A-eeun gant Menez-Are emañ, etre Kallag ha Benac’h e arondisamant Gwengamp (departamant Aodoù-an-Arvor).
DRE AN HENT :
Dre hanternoz Breizh :
Hent-bras 12 betek Gwengamp, kemer hent Kallag-Karaez dre an hent-departamant 787 da c’houde.
Dre greisteiz Breizh :
Goude Karaez, mont war an hent-departamant 787 (Karaez-Gwengamp) a-hed 25 km. Mont neuze war an tu kleiz hent Plougonver ha goude hini ar Chapel-Nevez.
GANT AN TREN :
Linenn Roazhon-Brest, diskenn e ti-gar Gwengamp. Bez’ e c’hellit :
• kemer an hent gant ur c’harr-boutin.
• kemer an tren-karotez (linenn Gwengamp-Karaez) ha diskenn e ti-gar Plougonver.
DRE GARR-NIJ :
Aerborzh Roazhon, Brest pe Lannuon ha goude dre an hent pe gant an tren.