Ar bod
Digor eo ar greizenn dizoloiñ ha vakañsiñ abaoe 1984. Aotreet eo gant an DDJS (Direction Départementale de la Jeunesse et des Sports), an DDASS, an DSV (Direction des Services Vétérinaires), hag an Deskadurezh Stad.
Niverenn aotre an Deskadurezh Stad : 00-77 (d’an 19 a viz Kerzu 2000) DDJS, DDASS, DSV : 022 037 015 (d’ar 7 a viz Here 1992) Degemer : 57 gwele (50 bugel + an dud deuet).
Statud : renet eo lodenn buheziñ ar greizenn gant ur gevredigezh hag al lodenn bod ha boued gant an ti-kêr.
Degemer a ra kevredigezh Ti ar C’hoadoù bugale evit klasoù natur diwar-benn ar c’hoadoù hag ar c’harzhaoueg, klasoù glad ha sevenadur Breizh, kreizennoù vakañsoù. Kinnig a ra ivez baleadennoù natur evit an holl ha stajoù brezhoneg ha sonerezh hengounel. Graet e vez peptra e brezhoneg hag e galleg.
1) [*Bod ha boued :*]1) : · ur c’houskva gant 4 c’hambr (6 pe 8 gwele e pep hini) ha teir c’hambr vihan (etre unan ha 4 gwele) a zo. Privezioù a zo e pep estaj. Korn ar strinkadennoù. · ur c’houskva all gant 4 c’hambr ; 2 gant 4 gwele ha 2 all gant 6 gwele. Sal-dour, privezioù ha strinkadennoù. · ur gegin hag ur sal-debriñ gant 80 plas.
2) [* Lec’hioù evit an obererezhioù:*]
· ul levraoueg,
· ur sal-glas vihan,
· ur bratell,
· ur porzh-c’hoari hag ul letonenn vras gant un nebeud loened evit an dudi.
· un dachenn sport e-kichen ar greizenn
· sal ar gouelioù : ur sal vras en traoñ, 4 sal vihan gant taolioù ha kadorioù.
· ur rouedad hentoù-bale
· ur wenodenn evit an diskar-amzer
· salioù evit an diskouezadegoù
· ur sal gant urzhiataerezhioù
3)-3) [*Dafar (prestet pe da feurmiñ) :*] : · levrioù, kasedigoù dre glevet pe dre sellet, · ul luc’heilerez, · ur skinwel hag ur skeudenroller, ur magnetoskop hag ur benveg-diapoioù, · lunedoù hirwel, daoulagad-kreskiñ, gwer-kreskiñ, vivariomoù, akwariomoù, · dafar en em lec’hiañ · dafar tennañ gant ar wareg · ur benveg foto niverel · ur c’hamera bihan · un benveg radio-kasedigoù · taolennoù-moger
4) [*Stalioù ha servijoù all:*] · Er vourc’h : stal-voued (ispisiri, charkuterezh, kazetennoù, tavarn), ti-bara, · Kallag : etre 5 ha 10 mn alese, ti-apotikerezh, ti ar mezeg, ti-post, marc’had d’ar merc’her (karr-boutin).