Penaos prientiñ ho chomadenn
[*A-RAOK HA GOUDE HO CHOMADENN:*]
A-raok dont d’ar Chapel-Nevez :
1) Teuliad da vezañ rentet 5 sizhunvezh a-raok deiziad ho chomadenn da Ensellerezh an Akademiezh d’an nebeutañ ha 10 sizhunvezh m’emaoc’h er-maez eus an departamant.
2) Emgav etre un animatour eus Ti ar C’hoadoù ha skipailh ar skol er Chapel-Nevez, Prientet e vez ar raktres ha displeget e vez eus petra e vo ezhomm. 3) Posubl eo kinnig ar greizenn hag ar raktres da dud ar vugale (luc’hvannoù ha displegadennoù).
[*Goude ho chomadenn er Chapel-Nevez :*]
Ma chom goulennoù ganeoc’h, pe m’ho peus c’hoant kaout titouroù ouzhpenn, diwar-benn tra-pe-dra liammet gant ho chomadenn, e c’hellit pellgomz pe skrivañ deomp.