Degemer al lec’hienn > Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù > Raktres pedagogel

Raktres pedagogel


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Palioù bras :

-  Dizoloiñ ar vuhez a-stroll, kuitaat e lec’h bevañ boas, bevañ en un doare all eget er vuhez familh, deskiñ ha doujañ ouzh reolennoù-bevañ nevez, kenskoazellañ war an takadoù pemdeziek, tapout emrenerezh, en em giriekaat.

-  Bevañ ur mare a-bouez er bloavezh-skol evit :
 unvaniñ ar c’hlasad,
 mennañ ar skolidi,
 donaat danvezioù liesseurt dre zoareoù fetis ;

-  Reiñ c’hoant da zeskiñ, da sellet tro-war-dro deomp, da glask, d’ober taolioù-arnod, da adkas ar gouiziegezhioù bet tapet ganto.

Ti ar c’hoadoù :

E 1984 eo bet krouet Ti ar C’hoadoù. Aotreet eo gant an DDJS (Direction Départementale de la Jeunesse et des Sports), an DDASS, an DSV (Direction des Services Vétérinaires), hag an Deskadurezh Stad.
Al label Ti Natur eus an Departamant en deus Ti ar C’hoadoù. Ur c’haier kargoù resis a zo gantañ neuze. Lod eus e balioù a zo reiñ emskiant d’an holl da dalvoudekaat glad naturel an departamant hag ar c’hemer perzh e krouadurioù eko-tachennoù.

JPEGEvit piv ha peseurt oberezhioù? :
 Klasoù natur evit ar skolioù
 Kreizennoù vakañsiñ evit ar vugale
 Sortiadennoù evit an holl e-pad an hañv
 Stajoù ha dibennoù-sizhun evit an dud deuet
 Titouroù hag embannadurioù war ar c’hoadoù hag ar c’harzhaoueg
 Diskouezadegoù
 Embannadur skritelloù loened ha bleuñv
 Obererezhioù emskiantekaat ha gwareziñ an natur
 Renabloù lec’hel war an natur

Tro-war-droioù ar greizenn :
Eus ar Chapel-Nevez e weler un dremmwel traoniennek ha glas-tre gant pradoù, kleuzioù, girzhier, hentoù don e-leizh. Un dremmwel garzhaouek eo. Sevel saout-laezh a vez graet kalz dre amañ.
Etre daou goad emañ ar gumun :
-  Koad ar Markiz (d’an departamant ; uhelañ koad Breizh). Brudet eo evit e wez fav hag ivin. Kalz plant ral en arvar da vont da get a zo ivez er c’hoad-se.
-  Koad an Noz (d’ar Stad). E-pad pell en deus graet e vad an Den eus ar mengleuzioù arc’hant. Ennañ e c’heller gwelet ivez ur veuzeg (gwez beuz) eus ar c’haerañ.

Palioù pedagogel :
Chom er greizenn da zizoloiñ an natur a gaso d’ar bugel diazoù e bevoniezh hag e ekologiezh, doujañs ouzh an endro, eko-keodedouriezh, o tizoloiñ un aergelc’h all. Met, gellout a ra bezañ gwelet an holl zanvezioù-skol (hag en o zouez ar galleg). Gouzout sellet tro-war-dro, goulennata, klask kompren, arnodiñ a-bep-seurt traoù. Implij doareoù ha dafar simpl da sellet pizh ouzh an natur.

Dizoloiñ an douaroniezh hag ar fizik : Ar Chapel-Nevez, ar c’harzhaoueg, Koad ar Markiz, Koad an Noz, ar rannvro.

Dizoloiñ an natur hag an ekosistemoù : dizoloiñ loened ha bleuñv ar c’hoadoù dre evezhiañ war-eeun (gant pe hep binviji) pe dieeun (da skouer en ur glask roudoù al loened), anavezout, urzhiañ ar spesadoù, boued, emzalc’h, studi ar c’horf bev, gouennañ, kelc’hioù buhez, rol en ekosistem.

Dizoloiñ obererezhioù an Den en natur : merañ ar c’hoadoù (plantadegoù, kempenn, troc’hañ) hag ar c’harzhaoueg, an dañjer, an doareoù en deus da wareziñ ha da lakaat da dalvezout ar c’hoadoù.

Dizoloiñ an armerzh : an artizanelezh, al labour-douar, ar produadur koad hag e implij.

Dizoloiñ ar sevenadur : kontadennoù ha mojennoù, sonerezh, kan ha dañs, boued ar vro, brezhoneg..

JPEG Dizoloiñ an istor : micherioù kozh ar c’hoadoù, ar vuhez e Kreiz Breizh gwechall, ar monumantoù hag ar relegennoù.

Dizoloiñ ar skiantoù hag an arz : implij ar 5 skiant evit sellet gwelloc’h hag eñvoriñ, obererezhioù gant an dorn (louzaouegoù, lochoù-laboused) hag arzel : ober tammoù glaou-tresañ, taolennoù gant elfennoù naturel...

Emskiantekaat ar vugale ouzh ar c’hudennoù liammet gant an endro : al lastez (obererezhioù war an dibab, diwar ar goloioù-boued, an adaozañ, koublañ an teil...), an dour (ar c’helc’hiad, ar saotradurioù, penaos espern anezhañ), an energiezh (er chadennoù-debriñ, er fotosintezenn, er produadur koad), an “efed ti-glas” (kelc’hiad ar CO2 hag e verniadenn er gwez).